àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 12 a viz Meurzh 2025

00:00 / 00:00

Keleier ar vro d'ar Merc'her 12 a viz Meurzh 2025

Kinniget gant Gwenvael Delanoe Ar Berr.

Kondaonet eo bet Unvaniezh Departamant FO Penn-ar-Bed da baeañ 240 000 euro da ziv c'hopradez bet gant lez Prud’hommes an Oriant. Tamallet eo d’ar sindikad bout bet kaoz harellerezh revel ha spered, bout tremenet hep difenn ar gopradezed ha bout torret o gopr hep abeg sirius ebet… E miz Kerdu tremenet ‘oa bet kastizet, dija, Marc Hebert ‘oa bet penn FO 29 ‘pad 30 vloaz da 18 miz toull bac’h, en o mesk 12 miz gant goursez. Hemañ diwezhañ ‘oa bet anvet e-giz an hareller spered ha revel war an div c'hopradez.

Selaouomp, Lena, unan eus an div c'hopradez o tisplegañ deomp penaos eo bet torret o gopr gant FO.

E 2021 e oa bet votet al lezenn Molag war ar yezhoù bro ... ha d’e heul an Emglev Stad Rannvro. En emglev-se en doa engouestlet ar Stad diorren ar c’helenn brezhoneg en deskadurezh e Breizh. Aï eo tost echu an emglev ha n’eo ket aet war-raok tamm ebet. Setu embannet gant Kelennomp ha Div Yezh ur reked barnerezhel, da lavaret eo abaoe ur miz eo bet kaset ar Stad dirak al lez-varn dre ar rektor Emmanuel Ethis, evit ma yafe an traoù war-raok.

Selaouomp Renan Kerbiquet deus Kelennomp diouzhtu.


Kaoz 'vo ivez eus :

- Dilennadegoù e Greunland

- Kenemglev etre gouarnamant Siria hag ar FDS

- Harz-labour liseidi Diwan Karaez

- Kondaonet Stad C'hall en afer Klordekon

- Kenemglev kavet gant Ukraina hag an USA

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio