àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 11 a viz Meurzh 2025

00:00 / 00:00

Keleier ar vro d'ar Meurzh 11 a viz Meurzh 2025

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Harz Labour e Lise Diwan Karaez

Distroomp b’ar vro bremañ ha Harzet eo bet al labour gant un darn vras eus liseidi Diwan Karaez, dreist-holl gant ar re eilvet ha kentañ klas. Fell a ra dezhe sachañ evezh war ar c’hondisionoù labour n’int ket mui dereat, evel ma vo displeget dustu gant Awen ha Sarah. N’eo ket bet stanket al lise da vat, neuze oa tu, da skwer, d’an termenidi mont da heuliañ kentelioù ‘zo. Met gall ‘rafe kenderc’hel stourm al liseidi d’an devezhioù da dont memes tra, keit a ma ne vo ket a respont dereat. ‘Pezh ‘zo sur, da neubeutañ int bet klevet. Evit beure oa dalc’het un emvod gant penn-renner al lise, ha tud ar Rannvro ‘zo bet galvet dre bellgomz gant liseidi ‘zo ha… ha gant maer Karaez, Kristian Troadeg, ‘zo deuet da diskwell d’ar re yaouank e souten anezhe.

Ur pennad-kaoz gant Gwenvael Delanoe ar Berr

Diskouezadeg foto Denis Darzaq e Lanvezhon

Kenderc’hel a ra mizvezh ar brezhoneg ! ‘pad ur miz vez aozet darvoudoù forz pegement ba Breizh a-bezh evit lakaat war wel hor yezh er gevredigezh. E-mesk an darvoudoù a zo bet aozet ‘h eus bet ur weladenn heñchet deus un diskouezadeg a zo ba sal Kember betek an dibenn sizhun-mañ. Faire Corps gant Denis Darzaq zo un dibab fotoioù bet graet gant al luc’hskeudenner mil brudet. Marie Claire Alegoet he deus heñchet an arvesterien er sal.

Ur pennad-kaoz gant Anton Burel

Ha da glevout ouzhpenn 'bar c'heleier :

  • Kevraouiñ evit ar peoc'h etre ar rusiz hag an ukrainiz

  • Sinet zo bet un emglev etre Gouarnamant Siria hag ar Rojava

  • Dilennadegoù Kannad e Greunland

  • Ur Riboul a zo troet da fall war blasenn ar c'houldri e Roazhon

  • Disoc'hoù melldroad an dibenn sizhun

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio