Keleier ar vro d'al Lun 10 a viz Meurzh 2025
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Erwan Blanchard.
Gwiriou ar maouezed: vanifestadegoù a oa dalc'het 'ba Frañs disadorn
Manifestadegoù a oa bet e pep korn ar vro disadorn evit an 8 a viz Meurzh, devezh stourm etrevroadel evit gwirioù ar maouezed hag ar minorelezhioù jener. Droukzifoc'hioù a vez gouzañvet hiziv an deiz c'hoazh gante ha mont a ra an traoù war washaat zoken gant ar bolitikerzhioù frankizour. 130 kreizenn IVG a zo bet serret er pemzek vloaz diwezhañ e Frañs. Ha tri miliard a euroioù a vefe dav postañ evit gallout stourm da vat ouzh ar feulsterioù seksist ha seksel, hervezh ar c'hevredigezhioù benelour...Abegoù e leiz a oa da vanifestiñ neuze. E Kemper e oa en em vodet 800 den war plazenn ar rezistañs da ziskouez o fulor... Ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas.
Diskouezhet eo kaierou ar c'hlemmoù 'ba Bro-Vigouden
'Benn warc'hoaz e vo kinniget ur mennad gant ar gannadez Marie Pochon er Parlamant evit ma vefe embannet ar c'heieroù klemm d'an holl. E 2019 e oa bet lañset an Diviz Bras pe « Grand Débat National » gant Macron e-pad luskad ar jiletennoù melen. Staliet e oa bet neuze kaieroù en tiez-kêr ha pep hini a c'helle skrivañ klemmoù enlinenn ivez. Tost daou vilion a dud o doa kemeret perzh enlinenn ha 230 000 a dud o doa duet pajennoù kaieroù an tiez-kêr, e Frañs a-bezh. Met abaoe eo chomet kuzh ar skridoù-se ha n'haller ket kavout roud ebet eus ar pezh a oa bet lavaret gant an dud enlinenn kennebeut. En em vodet eo neuze ur strollad tud eus seizvet pastell-bro Penn-ar-Bed evit goulenn un aotre ispisial digant ar prefeti da vont da enklask. Diwar o labour e dielloù an departamant o deus gallet furchal ha niverelaat kaieroù klemm bro Vigoudenn, Ar C'hab ha Douarnenez. Ha savet zo bet un diskouezhadeg gante da heul, a oa posupl gwelet er Galerie Rouge e Pont-n-Abad e-pad an dibenn sizhun. Muioc'h a zisplegadennoù gant Reun Tempereau, he doa roet an dorn er mell labour-se. Emañ gant Metig-Jakez-Vargas.
Ha da glevout ouzhpenn 'bar c'heleier:
Agathe Guillemot zo kampionez Europa en diabarzh ar 1500 m
1300 sirian lazhet da geñvezr emgannoù 'ba gwalarn Siria
Gouarnamant Izrael en deus divizet troc'hañ an tredan da dud Gaza
Roumania: n'eo ket degemeret Georgescu e-giz danvez prezidant
Staj kentañ evezhañ an deñved ouzh ar bleizi zo bet 'ba Skrignac
HC Dinan-Keverzh a c'hoario Final Four Kip Bro-C'hall Rink-Hockey