Krav-Maga: deskomp en em zifenn gant Pauline Daniel!
C'hwec'h vloaz zo he deus divizet Pauline Daniel deskiñ en em zifenn. Dibabet he deus ar stumm Krav-Maga, un teknik 'oa bet savet gant Imi Lichtenfeld e Bratislava er bloavezhioù 30 da dud kumuniezh ar juzhewien gellout en em zifenn ouzh ar fascisted. Muioc'h mui a dud a ya war ar C'hrav Maga abaoe un nebeut bloavezhioù. Deomp pelloc'h gant Pauline Daniel... Emañ gant Erwan Blanchard.