Keleier ar vro d'ar Gwener 7 a viz Meurzh 2025
Kinniget gant Gwenvael Delanoe Ar Berr.
Fin ar bloavezh tremenet eo bet lakaet da ofisiel ar gevelliñ etre ti-kêr Rostrenn ha kamp repuidi Nur Shams, e Sisjordania. Faota a ra da di-kêr Rostrenn skoazell an holl raktresoù sevenadurel, liammet gant ar sport, peotramant kaset da benn gant skolioù, a liammo tud ar vro gant Palestinianis ‘zo en Nur Shams. Sed aze un doare d’en em zigeriñ war ar bed ha sevenadurioù disheñvel. Pezh 'zo, dibaoe penn kentañ ar bloaz-mañ eo aet war fallaat spontus ar vuhez en Nur Shams, lec’h m’emañ o chom un dek mil den bennak. Krog eo arme Israel da aloubiñ ha bombezenniñ kampoù repuidi ‘zo e Sisjordania. Muioc’h a zisplegadennoù gant Jeannot Flageul, kuzulier en ti-kêr Rostrenn, hag a oa bet war blas gwechall, hag a vez bopred o kemer keloù doc’h ar Balestinianis a oa deuet da Rostrenn ivez.
Dour saotret ‘zo bet evet e-pad bloavezhioù gant tud Rostrenn ha Plougernevel. Un enklask nevez a zo bet embannet gant ar gelaouenn Splann. Deskiñ a reer a-drugarez da labour a c'hazetenner Nicolas Cossic eo bet saotret dour div gumun eus Aodoù-an-Arvor, Rostrenn ha Plougernevel, e-pad bloavezhioù gant saotruzennoù peurbadel evel ar PFAS. N'eo ket bet kelaouet ar boblañs gant ar galloudoù publik padal. Muioc'h a zisplegadennoù gant Metig Jakez-Vargas.
Komzet e vo ivez eus :
-Arktika o teuziñ
-Strategiezh ar Gomision Europad evit kreñvaat armeoù ar c’hevandir
-Richard Ferrand e Kuzul ar Vonreizh
-An enklaskerezh skiantel en arvar en USA