àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Izili Bam-Bretagne o deus aon e yafe re izel ar skoazelloù kengred

Izili Bam-Bretagne o deus aon e yafe re izel ar skoazelloù kengred

Gant Bam Breizh e vez skoazellet annezidi rannvro Bam ‘ba Burkina Faso abaoe bloavezhioù. Kaset e vez arc’hant dezho evit sevel puñsioù da c’hellout kaout dour mat da evañ, sevel levraouegoù hag ober ar peadra da welaat o buhez. Pezh 'zo eo chalet izili Bam Breizh er mare-mañ gant broioù ar c’hornog, evel Bro-C'hall, a gomañs da zilezel skoazell broioù ‘ba Afrika evel an Niger, Mali pe Burkina Faso. Dizemglev a zo etre ar Stadoù eme Herri Morvan, a zo penn ar gevredigezh Bam Breizh, staliet ‘ba Landerne… Efedoù spontus a c’hall bout war politikerezhioù 'zo evel war hini an dour ‘ba Burkina Faso. Emañ Herri Morvan gant Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio