àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Gouelioù Meur Kerne : kalz cheñchamantoù a zo war ar stern !

Gouelioù Meur Kerne : kalz cheñchamantoù a zo war ar stern !

Roet en deus Igor Gardes, rener Gouelioù Meur Kerne e zilez ar miz-mañ. Ha kalz cheñchamantoù all a zo war ar stern gant ar festival. Strizh e vo ar budjed rak un toull a zo er c'hontoù abaoe 100vet deiz-ha-bloaz ar gouelioù e 2023. Hag ur gwir poan benn eo evit ar gevredigezh aozañ ar gouelioù o tont. Met mennet bras eo izili ar gevredigezh da vont war-raok. Loig Philippon a ra ur poent deomp war stad an traoù. Ezel eo eñ eus kuzul merañ ar festival dre ar gevredigezh Ti ar Vro Kemper. Gant Ti ar vro Kemper e vez aozet festival Off ar gouelioù abaoe warlene.



Loig Philippon a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Hag ouzhpenn cheñch rener ha cheñch lec'h d'ar gouel a breder ar festival. Gwerzhañ a raio ar gevredigezh savadur burevioù Gouelioù Meur Kerne e Kemper evit dastum arc'hant ha stabilaat ar c'hontoù.

Skeudenn : Kergourlay

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio