Keleier ar vro d'ar Merc'her 5 a viz Meurzh 2025
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Frankiz evit Georges Ibrahim Abdallah ?
E Roazhon e oa ur vanifestadeg disadorn evit souten Palestina. Tro 2000 a dud o deus manifestet e kengred gant ar balestiniz. E mesk ar gitonioù hag al luganioù e veze goulennet groñs Frankiz evit Georges Ibrahim Abdallah. Ur prizoniad politikel an hini eo, toullbac’het eo e bro c’hall abaoe daou ugent vloaz peogwir neus kemeret perzh er strollad FARL Nerzhioù Armet Dispac’hour Libanad a enebe ouzh stad Israel ha Stadoù Unanet en Europa ‘pad ar bloavezhioù 80, pa oa lu Israel oc’h aloubiñ Liban. Nevez zo eo bet divizet gant ar stad c’hall dieubiñ anezhañ gant ma rofe un digoll d’an tu sivil da lavaret eo Stadoù Unanet... Selaouomp Gael Roblin ...
Ur pennad kaoz gant Anton Burel
Filmoù berr kurd zo bet skignet en un davarn e Roazhon
E Roazhon bremañ ez eus bet aozet fin miz c’hwevrer ur skignadenn ba tavarn Babazula. Gant Keneildedoù Kurd Breizh eo bet aozet un nozvezh filmoù berr kurd, un digarez evit ar roazhoniz da zizoleiñ sinema ar bobl-se. An tri film berr a oa diwar-benn istor kurded zo a oa o stourm ouzh diktatouriezh Turkia e Kurdistan an Hanternoz e-pad ar bloavezhioù 90'. Selaouomp Morgane diouzhtu a oa er skignadenn ...
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel
Ha da selaou ouzhpenn er c'heleier :
Keloù deus ar brezel e Republik Demokratel Kongo
Kaset e vo un archer dirak al lez varn evit muntr Nahel e miz even 2023
Koñsulerezh amerikan e Roazhon a zo en arvar da vezañ serret gant Donald Trump
Berzh en deus graet Redadeg Les foulées Saint-gilloise e Sant-Jili-Roazhon