Keleier ar vro d'ar Meurzh 4 a viz Meurzh 2025
Kinniget eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard ar beure-mañ.
War zigresk e ya ar skoazell kengred gant broioù Afrika!
Gant Bam-Breizh e vez skoazellet annezidi rannvro Bam ‘ba Burkina Faso abaoe bloavezhioù. Kaset e vez arc’hant dezho evit sevel puñsioù da c’hellout kaout dour mat da evañ, sevel levraouegoù pe ober ar peadra da wellaat o buhez. Pezh 'zo eo chalet izili Bam-Breizh er mare-mañ gant broioù ar c’hornog, evel Bro-C'hall, a gomañs dilezel skoazell broioù zo ‘ba Afrika evel an an Niger, Mali pe Burkina Faso. Dizemglev zo etre ar Stadoù eme Herri Morvan a zo penn ar gevredigezh Bam-Breizh, staliet ‘ba Landerne… Efedoù spontus 'c’hall bout war politikerezhioù 'zo evel war hini an dour ‘ba Burkina Faso. Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.
Nevez amzer zero karbon 'ba bro Brest
An nevez amzer zero karbon a vo dalc’het evit an eil gwech ar bloaz-mañ. Gant Brest Meurgêr hag Energence eo kinniget al lajad-se da dud bro Brest, dezho da brederiañ war ar mod a c'haller ober evit doujañ d'an endro. Lakaet e vo ar gaoz war ar chenchamantoù bras a vo war an hin hag ar modoù da glask talañ outo. Beket penn kentañ miz Even e vo posubl d’an holl a vanka dezho kemer perzh ‘ba c’hoarioù a denn d’an endro. Glen Dissaux, bez prezidant Brest Meurgêr hag Energence… Emañ gant Erwan Blanchard.
Ha da selaou ouzhpenn er c'heleier :
-Kondaonet eo FO 29 da baeañ 240 000 euro da div c'hopradez
-Skornet eo bet ar skoazelloù da Ukraina gant Trump
-5000 devezh arat aet gant un tan bras 'ba Bro-Japan
-Feulsterioù 'bar skolajoù : ur stroll zo savet 'ba bro Brest