àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'al Lun 3 a viz Meurzh 2025

00:00 / 00:00

Keleier ar vro d'al Lun 3 a viz Meurzh 2025

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ

An dibenn sizhun-mañ eh eus bet tud é stourm doc’h an tu dehoù pellañ.

Disadorn e Kentreg, e-tal Roazhon, kant ugent den zo bet en un tolpadeg a-enep an tagadennoù faskour da heul hini daou zen deus ar barrez ur sizhun zo. En o mesk, Anton Burel, unan ag hon genlabourerion e skipailh ar c’heleier. Dec’h e oa ivez ur vanifestadeg en Oriant a-live Breizh a-bezh a-enep an tu dehoù pellañ hag en deus graet berzh.Tro 1800 den o deus dibunet. Eno eo diaesoc’h diaesañ gant an tu-dehou pellañ. Jeu zo bet etre ar vanifesterion hag ar CRSed. 4 den zo bet lakaet edan evezh ar polis hag unan a chome c’hoazh dec’h da noz hervez hon keneilded a Ouest France. Rakstal burev ar strollad sokialour en Oriant zo bet torret ivez. Ur pennad-kaoz get Anton Burel.

Krog eo mizvezh ar brezhoneg ! E-pad ur miz 'vo darvoudoù forzh pegement e Breizh a-bezh.

E Roazhon da skouer e vo ur brezegenn diàr-benn sonerezh Etienne Grandjean ha Pierig Lemou da 6e30 d’enderv, hag e vo an abadenn lenn a-stroll get Herve ar Gall hag e levr nevez D’an emgann Morvan ! da 8e noz. Evit stourmerion eus an tu kleiz dizalc’hour War Sav, eo krog an traoù da vat disadorn. Staliet ‘zo bet pannelloù straed divyezhek a oa anvet diàr brezhonegerion brudet e Moñforzh ha Roazhon. Edan berr e c’hellay ne vern piv pellgargañ un nebeud skouerioù a plakennoù straed en enor da vrezhonegerion meur àr lec’hienn Bretagne info ha staliañ anezhe. Kevin Ruellan, a War Sav, a gont deomp hiroc’h àr ar c’houlzad-mañ, doc'h mikro Anton Burel.


Ha da glevet ivez er c'heleier :

-Stegn-tre eo bet an emvod etre Trump ha Zelensky digwener.

-Un emvod meur evit ar peoc’h e Ukraina a zo bet e Londrez dec’h.

-Asantet eo bet get ar strollad kurd ar PKK lezel an armoù hag em zivodiñ.

-Ar gorventenn Garance he deus graet ur bochad dismantroù e enez ar Reunion.

-Kinniget en deus Manuel Valls un diell a-benn sevel un emglev evit dazont Kaledonia nevez.

-Gounezet eo prosez tilde Fañch e Angers

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio