Keleier ar vro d'ar Gwener 28 a viz C'hwevrer 2025
Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ
Taget ha skoet eo bet get tud ag tu dehou pellañ Anton Burel, hon genlabourer e skipailh Keleier ar vro !
Disadorn e Kentreg, chouk da Roazhon, e oa en em gavet get ur skipailhad c’hwec’h den yaouank deuet da glask laou en tavarn Le Synchro Bar. Evit stourm doc’h ar mennozhioù faskour, doc’h feulster an tu dehoù pellañ ha souten Anton Burel, ‘zo aozet un tolpadeg e Kentreg a-benn disadorn da greizteiz. Ur pennad kaoz get Erwan Blanchard.
N'eo ket echu c'hoazh redadeg ar Vendée Globe !
Tri skipper a zo atav àr vor. Neoazh e oa erruet an hini primmañ, Charlie Dalin, tost ur miz hanter zo dija get e vag Imoca er Sables d'Olonne, e Vendée. Savet eo bet ar vag-se get div embregerezh : CDK er Forest-Fouenn ha MerConcept e Konk-Kerne. Youn Aubry a labour eno. Kontañ a ra hiroc'h deomp àr ar mod m'eo bet savet Imoca Charlie Dalin. Youn Aubry eus MerConcept a oa bet aterset get Metig Jakez-Vargas.
100 vlez eo ar gelaouenn lennegel Gwalarn.
A-hed ar blezad e vo lidet ganedigezh ar gelaouenn. Ganet e oe diàr youl Roparzh Hemon ha dasparzhet get Breizh Atao. Krouiñ ul lennegezh ag e amzer e oa ar pal. ‘Barzh ar gelaouenn Gwalarn e oa embannet barzhonegoù, danevelloù hag oberennoù lennegel bet troet e brezhoneg. A drugarez d’al luskad Gwalarn eo daet àr wel skrivagnourion nevez evel Jakez Riou, Youenn Drezen, Maodez Glanndour, Jakez Kerrien pe c’hoazh Abeozen.
Klevet ho peus Bernez Rouz, ezel a Bodad Lenn Gwalarn, e Kemper. A-benn disadorn e vo digoret ar prantad da lidañ 100 vlez Gwalarn e ti Sked e Brest.
Ha da glevet ivez er c'heleier :
-Un disklêriadur istorel a zo bet graet dec’h get Abdullah Ocalan, e penn strollad kurd ar PKK.
-Ar gorventenn Garance a zo erruet e enezenn ar Reunion ar mintin-mañ.
-Respont Lezvarn European gwirioù ar bugel den, ar CEDH, a zo bet embannet dec’h en afer Remi Fraisse.
-Ar tachenn ar stourmoù evit an endro atav, ez eus un disoc’h justis arall a zo bet roet dec’h.
-Tenn eo an darempredoù etre Bro-C’hall hag Aljeria, hag àr wasaat.
-Echuet e vo get C8 hag NRJ12 henoazh !
-Gourdrouzet e vehe Bret’s get ar c’holektif Frites!