àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 27 a viz C'hwevrer 2025

00:00 / 00:00

Keleier ar vro d'ar Yaou 27 a viz C'hwevrer 2025

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Roet en deus Igor Gardes, rener Gouelioù Meur Kerne e zilez ar miz-mañ

Ha kalz cheñchamantoù all a zo war ar stern gant ar festival. Strizh e vo ar budjed rak un toull a zo er c'hontoù abaoe 100vet deiz-ha-bloaz ar gouelioù e 2023. Hag un torr penn eo evit ar gevredigezh aozañ ar gouelioù o tont. Met mennet bras eo ec'h izili da vont war-raok. Loig Philippon a ra ur poent deomp war stad an traoù. Ezel eo eñ eus kuzul merañ ar festival dre ar gevredigezh Ti ar Vro Kemper, ac'h aoz ar festival Off.

Bloaz ‘zo e oa aet d’an anaon Marsel Gwilhous

'Benn disadorn, e Larruen, vo lidet un devezh da enoriñ ar c’haner. Ur fest-deiz ha fest-noz a vodo ur bern arzourien hag arzourezed o deus desket kanañ gantañ mod pe vod. Evel Annie Ebrel. Soñj he deus c’hoazh eus an deiz m'he doa anavezet Marsel Gwilhous… Emañ deus mikro Yann Boishardy eus RKB.

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Mont a raio ar prezidant ukrenian, Volodymyr Zelensky, da Washington 'benn warc'hoaz

- Gellout a rafe Abdullah Ocalan ober un disklêriadenn istorel hiziv

- Kregiñ a raio ar marc'hatadennoù war reform adreizh al leveoù hiziv

- Disadorn da noz e oa bet taget hor c'henlabourer Anton Burel gant ur vandennad neo nazied e Kentreg

- Embannet eo bet ar raktres kartenn-skol evit 2025

- Ur vanifestadeg a oa bet dimeurzh dirak Ehpad Tal ar Mor e Molan

- Trec'het eo bet ar vretoned e krogadoù Kib Frañs ar baotred dec'h

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio