àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 26 a viz C'hwevrer 2025

00:00 / 00:00

Keleier ar vro d'ar Merc'her 26 a viz C'hwevrer 2025

Trec'h en afer Fañch nevez !

Goude afer Fañch ‘noa graet trouz e 2018, un afer all zo bet en Oriant nevez ‘zo. Ur bugel ganet e 2023 a oa bet degemeret e anv gant ar maer e marilh ar boblañs, met nac’het da c’houde gant ar prokulor. Disoc’h ar prosez a zo bet dilun. Harpet eo ar familh Pichancourt gant ar gevredigezh Skoazell Vreizh ha gant Mignoned Fañch. Ar c’henstroll-se a sikour ar familh d’en em zifenn. Stéphanie Stoll zo ezelez deus ar gevredigezh

Ur pennad-kaoz gant Aodren Tréhin

Digor eo skolaj Gwiseni en-dro !

Dilun ‘oa un devezh distro meur gant skolajidi Diwan Gwiseni. An 90 skolajiad ‘neunt gellet mont da studiañ ‘ba savadur m’emañ o salioù klas ‘oa bet foeltret mat gant ar gorventenn Ciaran. E miz Here 2023 ‘oa aet an doenn gant avelioù a yae beket tost 200 km d’an eur. Beuzet gant an dour ‘oa bet ar salioù klas. Dre se eo bet degemeret ar skolajidi ‘bar savadur « Ar stalieroù » ‘oa bet prestet d’ar skol ‘pad tost ur bloaz hanter… Amzer da ren labourioù kempenn ‘neunt koustet 200 000 euro. Laouen ‘oa an holl ‘ba skolaj Diwan Gwiseni oc’h en em gavout ‘ba salioù klinket ha stimpet brav. Selaouomp Leana , da gentañ, oa laouen en gavout ‘ba ul lec’h tomm…

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

Ha da glevet ivez er c'heleier :

  • Mont a ra war raok ar c'homzoù war ar peoc'h en Ukraina

  • Ur brezegenn zo bet aozet gant ar prezidant islamour evit klask unaniñ Siria en-dro

  • Kreskiñ a raio priz an tredan e 2026

  • Ur gumun taget gant ur siberdagadenn e reter Breizh

  • Krogadoù kib Frañs melldroad ar baotred

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio