àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Kempennet a-nevez eo Skolaj Diwan Gwiseni

Kempennet a-nevez eo Skolaj Diwan Gwiseni

Dec’h ‘oa un devezh distro meur gant skolajidi Diwan Gwiseni. An 90 skolajiad ‘neunt gellet mont da studiañ ‘ba savadur m’emañ o salioù klas ‘oa bet foeltret mat gant ar gorventenn Ciaran. E miz Here 2023 ‘oa aet an doenn gant avelioù zo aet beket tost 200 km d’an eur. Beuzet gant an dour ‘oa bet ar salioù klas. Dre se eo bet degemeret ar skolajidi ‘bar savadur « Ar stalieroù » ‘oa bet prestet d’ar skol ‘pad tost ur bloaz hanter… Amzer da ren labourioù kempenn ‘neunt koustet 200 000 euro. Laouen ‘oa an holl ‘ba skolaj Diwan Gwiseni oc’h en em gavout ‘ba salioù kinklet ha stimpet brav.

Selaouomp Leana da gentañ, a oa laouen en em gavout ‘ba ul lec’h tomm… Ur reportaj gant Erwan Blanchard

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio