àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5e30

Keleier 5e30

@@@Skol Uhel ar Vro : peseurt dazont ?@@@ Un emvod-meur dreist ordinal 'vo gant « Skol Uhel ar Vro » warc'hoazh e Gwened. Ne oar ket ar gevredigezh peseurt dazont 'vo eviti e fin ar bloaz-mañ. Perak ? Peogwir 'neus divizet ar rannvro paouez gant e sekour. Klasket hon eus gouzout hiroc'h gant Yannig Bigouin a zo kuzulier rannvro, ezel strollad ar re c'hlaz, hag a zo ivez prezidant ar gevredigezh « Livre et lecture en Bretagne / Levr ha lenn e Breizh ». Selaouit ar pennad-kaoz @@@Dijoleiñ ar gwez e kêr-Pondi@@@ Dijoleiñ ar gwez e kêr-Pondi, setu ar pezh vo kinniget 'benn disul abardeiz gant « Breizh Vev » ha « servij an tachennoù glas » kêr Pondi. Youen ar C'hoeur neus kempennet an dro-vale ivez. Displeg a ra deomp hiroc'h, deus mikro Andréa ar Gal, deus RBG Selaouit ar reportaj @@@Foar ar c'houlourd e Pederneg@@@ 'Benn disul 'vo foar ar c'houlourd e Pederneg, e traoñ ar menez Bre, evel 'vez dalc'het bep bloaz. Emañ Jean Louis an Intañv perzh en aozañ. Lâret 'neus da Yann Ber Gwiader petra eo ar foar-mañ. @@@Meldroad iwerzhoneg@@@ Warc'hoazh 'vo lakaet ar vretoned a c'hoari melldroad gouezeleg da beurzeskiñ reolennoù o sport. Un tredeog deus Bro-Iwerzhon 'vo 'ba Brest da stummañ 'nezhe . Un darvoud a-bouez evit Lig Breizh Melldroad Gouezeleg hag evit Tangi an Ostis 'zo prezidant klub Gaelic Football Bro-Leon hag ivez ur redi 'vit kluboù Breizh. Tangi An Ostis ouzh mikro Erwan Blanchard.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio