àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 25 a viz C'hwevrer 2025

00:00 / 00:00

Keleier ar vro d'ar Meurzh 25 a viz C'hwevrer 2025

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas.

Digoret e oa bet prosez ramzel an afer Skouarneg dec'h e Gwened

Tamallet e vez da Joel ar Skouarneg gant ar justiz bezañ gwallet ha taget en ur mod seksel tost 300 bugel etre 1989 ha 2014. E-pad ar prantad-se en doa labouret ar surjian en un 10 ospital bennak. E Gwened dreist-holl,el lec’h m’en deus taget ar muiañ. Aodren Trehin a oa bet da lez-varn Gwened dec'h da heuliañ ar prosez. Displegañ a ra deomp an elfennoù pennañ evit kompren ar prosez-se a bado 4 miz.

Cheñchet eo ar bez prezidanted ha prezidantezed er c'huzul Rannvro

Ar cheñchamant pennañ er c'huzul rannvro a zo ar fed na vefe bet ebarzhet ur strollad ekologourien er muiañ niver. Cheñchet eo ivez roll ar bez-prezidanted ha prezidantezed, ha dilennet eo bet Kaourintine Hullaud e karg deus yezhoù Breizh, ur post a oa chomet goullo goude ma vefe bet tennet digant Kristian Troadeg. Met Paul Molag eo a gendalc'ho da vezañ en karg eus ar brezhoneg. Selaouomp anezhañ diouzhtu, ezel eo eñ deus ar muiañ niver...

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- En em vodet e oa an europeaniz tro-dro da Volodymyr Zelensky dec'h

- Skoazellet zo bet ur glinikenn brevez tost da Wengamp gant an ARS

- Aotreet he deus ar justiz na vefe anvet Fañch ur bugel eus an Oriant

- Goulenn a ra ur c'hannad na vefe divodet ur strollad eus an tu dehoù pellañ en Oriant anvet "La Digue"

- Manifestet o doa gopridi « Mission locale » bro Gerne dec'h

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio