àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Avel Em Fenn - Lun 24 a viz C'hwevrer

Avel Em Fenn - Lun 24 a viz C'hwevrer

An 8 a viz Meurzh,devezh etrevroadel gwirioù ar maouezed.

Gant ar gevredigezh deus Plijidi, Graines de Cultures, ha Ty Film, deus Mellionneg, e vez kinniget un devez ispisial,d'ar Sul 9. Piala Coïc, ezel eus ar gevredigezh Graines de Cultures, a lavar muioc'h ouzh mikro Yann Boishardy, deus Radio Kreizh Breizh.

D'ar Sadorn kentañ a viz Meurzh e vez aozet ur fest bras ba Laruen evit lidañ Marsel Gwilhous. Tost tre ouzh Radio Kreizh Breizh e oa ar c'haner. Neuze a-hed ar sizhun e vo klevet mouezh Marsel Gwilhous aterset gant Annie Ebrel e 1988.

"Ar Pevarad Kerniel" ? Petra eo an diaoul-mañ ? Displeget vez gant Florent Grouin, deus Brezhoweb.

Keleier ar vro hag ar bed : Metig Jakez-Vargas

Teknik : Gweltaz Heno

Buheziñ : Yann Boishardy

passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio