àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Radio Boa : ur prizh, hag abadennoù nevez e brezhoneg

Radio Boa : ur prizh, hag abadennoù nevez e brezhoneg

Lakaet eo bet war wel Radio Boa gant ar prizh Radio Show en Pariz, fin miz genver. Plijet eo bet ar juri gant raktres Radio Boa, hag a vod ur pemzek radio kevredigezhel bennak, Radio Breizh en o zouez. Gant Radio Boa vo skignet an abadennoù gwellañ kinniget gant pep a radio eus ar rouedad, war skignoù an DAB+. Da lâret eo ne vo ket tu o selaou war an FM, met war postoù bihan nevez, peotramant war lec’hienn internet radioboa.bzh.

Abadennoù nevez en brezhoneg a vo ivez : Enora Molac a zo o vont da ginnig dimp dustu he abadenn, gant un anv ‘vo aes da derc’hel soñj…

Enora Molac ‘oa doc’h mikro Gwenvael Delanoe Ar Berr. Bep merc’her etre 5eur ha 6eur noz e vo abadenn SOFA war eeun, hag adskignet bep merc’her da 7 eur beure.

Radio Boa neuze ‘zo da selaou war an DAB+, ha ma n’eo ket ekipet ho post-bihan gant an teknologiezh mañ, rit ket bill, gall ‘rit selaou ouzh an abadenn war eeun pe en podkast war lec’hienn internet radioboa.bzh.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio