Keleier ar vro d'ar Merc'her 19 a viz Fere 2025
Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard
Renevezaet eo an uzin dour mat da evañ 'ba Plouedern
Abaoe miz Gwengolo zo kaset labourioù da reneveziñ an uzin da broduiñ dour mat da evañ e Plouedern, chouk da Landerne. Savet e oa bet uzin Pont ar bled ouzhpenn 100 vloaz zo. Graet vez war-dro an dour-se gant an embregezh publik "Eau du Ponant" e Norzh Penn-ar-bed. Muioc'h a zisplegadennoù gant Glenn Kloareg karget gant al labourioù evit an implijerien e Eau du Ponant. Emañ gant Maelys Poublanc en Arvorig FM.
Digresket eo budjed minister ar sportoù zo fall evit ar c'hleuboù bihan!
Digresket eo budjed Stad Bro C’hall e 2025 evel ar pezh a oarer awalc’h bremañ. Tost an holl vudjedoù a vo rasket, hini ar minister ar sportoù kement evel ar re all. Ur striv hag a zo goulennet gant ar c’hleuboù, ar c’hevredigezhioù un nebeut sizhunioù war lerc’h ar C’hoarioù Olimpek bet dalc'het ‘ba Pariz. D’ar poent se e oa lakaet war wel tuioù mat ar sport pe e vefe ‘vit ar spered pe evit ar c’horf. Maelig Ronvel zo studier e trede bloavezh aotregezh war ar sport ha c’hoarier Rugbi Kleub Plabenneg a ro e sonj deomp. Gant Erwan Blanchard emañ.
Ha da selaou 'bar c'heleier
Dieubet eo bet Leonard Peltier, ur stourmer eus an American Indian Mouvement chomet 80 vloaz en toull
O tostaat emañ USA ouzh Russia!
C'hwec'h ostaj Izraelian a vo dieubet ar sizhun mañ
Skañvaet eo bet al lezenn war al labour-douar gant ar Senedourien
Marv Yvan Colonna: kastizet eo bet ar Stad C'hall da baeañ 75 000 euro d'ar familh
Champion's League: PSG-Brest a vo displeget deoc'h war ho pemp radio e brezhoneg adalek 8e50 fenoz.