àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ar maouezed o deus kenlabouret en eil brezel bed ; setu tem ur brezegenn aozet get BCD

Ar maouezed o deus kenlabouret en eil brezel bed ; setu tem ur brezegenn aozet get BCD

El levrioù istor ne vez ket komzet kalz doc’h ar maouezed o deus rezistet a-enep d’an nazied e-pad an eil brezel bed. Ha nebeutoc’h c’hoazh e vez komzet doc’h a re o deus kenlabouret get an Alamaned. Setu ar sujed istorel a zo bet studiet ha lakaet àr wel an dibenn-zhun mañ get Bretagne Culture Diversité, dre ur brezegenn. E Bro-C’hall, 651 maouez a zo bet kondaonet da vervel evit bout bet kenlabouret get an Alamaned ha 46 anezhe a vo lazhet a-benn ar fin. Anna Quéré a lâr hiroc’h deomp, diouzh mikro Aodren Trehin.

Leun choug e oa ar sal e mediaoueg an Oriant. Kement a berzh n’eus graet ar brezegenn ma vo marse programmet en dro !

Ar wezh é tonet, ar 7 aviz Meurzh e vo Isabelle Le boulanger é komz àr ar merc’hed er resistañs, él m’he deus displeget Anna Quéré. Hag evit kloziñ an heuliad prezegennoù, e vo an 9 a viz Mae gouestlet da « chakod an Oriant ».




Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio