àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 18 a viz C'hwevrer 2025

Keleier ar vro d'ar Meurzh 18 a viz C'hwevrer 2025

Kinniget eo bet ar c'heleier gant Metig Jakez-Vargas ar mintin-mañ

33 bloaz zo en doa paouezet Jacky Bleunven da gas keloù d’e familh ha d’e vignoned...

N'eus den na oar ar pezh zo c’hoarvezet gant ar paotr yaouank eus Plabenneg. Aet e oa diwar wel e Balouchistan, ur rannvro zo etre Pakistan hag Afghanistan…Un nebeut mizioù abretoc’h ‘oa aet kuit Jacky eus Plabenneg evit kas 50 000 km war droad dre ar bed. Selaouomp Yvette Appere ‘oa ur vignonez d’ar foeter bro. Aterset e oa bet gant Erwan Blanchard.

Perak ha penaos eo degouezhet an troc’h e treuzkas ar brezhoneg?

Setu ar goulennoù a glask Tudual Le Brun respont dre e luc'hskeudennoù. Emañ er mare-mañ en rezidañs e Pleheneg er Morbihan o labourat war ar raktres-se. Aodren Trehin a oa aet da gavout anezhañ...

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Bodet e oa dec'h ar pennoù bras european e Pariz evit klask komz a unvouezh war disoc'h ar brezel e Ukrenia

- Gourdrouzet he deus Claudia Sheinbaum, prezidantez Mec'hiko, kas Google dirak ar justiz

- Ur vandennad ugent faskour he doa taget disul ur skignadenn sinema e Pariz

- Reuz bras a zo atav tro-dro da afer skol kristen Betharam

- Degemeret e oa bet un dileuriadeg dilennidi breizhat e ministrerezh ar yec'hed dec'h

- Un ugent den bennak o deus okupet kuzul departamant Penn-ar-Bed dec'h e Kemper

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio