Keleier ar vro d'al Lun 17 a viz C'hwevrer 2025
Kinniget gant Gwenvael Delanoe Ar Berr.
Kampionad open back hold a oa e Pondi disadorn. Ur gouren a vro Skos ha norzh Bro Skos an ni eo.
Marie-Odile Jegouzo ha Lewellin Loxq-Guingeno a zo bet aterset get Aodren Trehin. Da geñver an disoc’hoù, en holl rummadoù kemmesket, eo aet ar maout gant Thomas Stewart Gibson, a Vro Saoz, ha gant Anaelle Le Piolet, a Louergad.
El levrioù istor ne vez ket komzet kalz doc’h ar maouezed neuint rezistet a-enep d’an nazied pad an eil brezel bed. Ha nebeutoc’h c’hoazh e vez komzet doc’h a re neuint kenlabouret gant an Alamaned. Setu ar sujed istorel ‘zo bet studiet ha lakaet war wel pad an dibenn-zhun mañ gant Bretage Culture Diversité, dre ur brezegenn. E Bro-C’hall, 651 maouez a zo bet kondaonet da vervel evit bezañ bet kenlabouret gant an Alamaned ha 46 anezhe a vo lazhet a-benn ar fin. Anna Quéré a lâr hiroc’h deomp.
Kaoz e vo ivez eus :
Soudarded ar M23 hag ar Rwanda oc'h aloubiñ Kivu ar Su
Ar Finul oc'h adkemer kontrol kêriadennoù bet aloubet gant Israel e Liban
Emgav e Ministerva ar Yec'hed diwar-benn ospital Karaez
Danevell nevez Liamm an Douar