àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Larsen ha mediator 151 : Diaraogerien ar sonerezh elektronek er bloavezhioù 60

Larsen ha mediator 151 : Diaraogerien ar sonerezh elektronek er bloavezhioù 60

Donemat deoc’h selaouerien ha selaouerezed feal an abadenn Larsen ha Mediator, an abadenn a zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù. Hiziv e tilezomp ar gitarioù, an amplaerioù hag an taboulinoù, splujañ a reomp e bed an elektro.

Dezrevell istor ar sonerezhioù electronek zo en em sankañ en ur c’hoad stank gant un toullad gwenodennoù a zifourk war sonerien.ezed rakwardour, ijinadennoù teknologel, sevenadurioù troet war an dazont ha liammoù start etre an den hag ar mekanik. Met muioc’h zo, istor an elektro zo ivez istor c’hwezenn an dañserien war an dance floor hag istor ar stiloù hag o lec’hioù ganedigezh : ar c’hrautrock e Düsseldorf, an house e Chicago, an tekno e Detroit, ha tostoc’h Berlin pe Bristol hag ar French Touch. Peadra zo d’ober, se zo kaoz e kinnigan deoc’h kregiñ gant an diaraogerien.

Playlist :

- Daphne Oram : Pulse Persephone (Foñs son)

- Daphne Oram : Quatermass and the pit ha Major Bloodnok's Stomach (Efedoù son)

- Tennad-son eus ur gelaouadenn ouestlet da Daphne Oram gant ar BBC

- Daphne Oram : Rockets in ursa major (Foñs son)

- Delia Derbyshire : A new view of politics

- Delia Derbyshire : Sonerezh ar stirad Doctor Who (Tennad son)

- White Noise : Love without sound

- Perrey and Kingsley : Girl from Venus (Foñs son)

- Jean-Jacques Perrey : E.V.A.

- Gangstarr : Just to get a rep (Tennad son)

- Jean-Jacques perrey – Air : Cosmic bird (Tennad son)

- Gershon Kingsley : Popcorn (Tennad-son)

- Pierre Henry ; Psyche rock

- Wendy Carlos : Sinfonia to cantata

- Wendy Carlos : A Clockwork Orange Intro

- Wendy Carlos : The Shining Theme

- Bernard Fèvre : Restless (Foñs son)

- François de Roubaix : Plongée des glaces (Foñs son)

- François de Roubaix : Baleines

Levrlennadur :

- Modulations: une histoire de la musique électronique - Iara Lee ha Simon Reynolds – Embannadurioù Allia

- Electro une anthologie – Thomas Gaetner – Embannadurioù Grũnd

Larsen ha mediator !

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio