Lakait o ijin da redek war tem "ar mor bras" !
Evit ar pevare gwech e vo aozet ur genstrivadeg danevelloù e brezhoneg gant Ti ar Vro Kemper. Digor eo d'an holl rummadoù oad, hag er bloaz-mañ e vez goulennet d'an dud skrivañ war tem « Ar mor bras ». Cléclia Steczuk-Ansquer, a labour e ti ar vro Kemper, a zispleg deomp hiroc'h war ar genstrivadeg-se.
Cléclia Steczuk-Ansquer a oa bet aterset gant Morgane Bramoullé eus Radio Kerne. An testennoù a zo da vezañ kaset a-raok an 28 a viz C'hwevrer, dre bostel, da di ar vro Kemper.