àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 12 a viz C'hwevrer 2025

Keleier ar vro d'ar Merc'her 12 a viz C'hwevrer 2025

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Aet eo Jo Le Port d'an anaon

Mil vrudet e oa war enezenn Groe ha pelloc’h c’hoazh. Mailys Princé a anaveze mat anezhañ. Kejet he doa outañ p’he deus kroget da ginnig kentelioù brezhoneg e Groe e 2018. Kalz enrolladenn he deus graet gant Jo evit he c'hounskrid war brezhoneg Groe, war an enezenn dre vras, ha c’hoazh war e vuhez.

Ur pennad-kaoz gant Aodren Trehin

Kenstrivadeg Danevelloù e brezhoneg e Kemper

Evit ar pevare gwech e vo aozet ur genstrivadeg danevelloù e brezhoneg gant Ti ar Vro kemper. Digor eo d'an holl rummadoù oad, hag er bloaz-mañ e vez goulennet d'an dud skrivañ war tem « Ar mor bras ». Clélia Steczuk-Ansquer, a labour e Ti ar Vro Kemper, a zispleg deomp hiroc'h war ar genstrivadeg-se.

Ur pennad-kaoz gant Morgane Bramoullé deus Radio Kerne

Ha da glevet er c'heleier:

  • Keloù deus Gaza ha Palestina ac'hubet

  • War hent ar peoc'h e Kurdistan an Hanternoz ?

  • Trec'het eo bet skipailh Brest dec'h... ha disoc'hoù all deus krogadoù prantad dispartiañ lig ar gampioned

  • Krogad BBH a enep Metz fenoz

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio