ar wirionez àr an ibised sakr.
A-c'houde meur a vlez e stourm ar CPIB, kolektif gwarantiñ ibised Breizh, evit ma vo anzavet n'eo ket an evned-mañ ur spesad a ra droug da spesadoù arall. Bleadoù 'zo doa achapet kuit lod ibised a bark loened Branféré hag en em staliet o doa er vro. Ha get-se e sonje an dud oa en arvar an evned arall. Ha devizet oa bet get prefeti ar Morbihan o lazhiñ. D'an termen-se oa bet klevet ar c'holektif get ar prefeti ha nebeutaet an tennoù mes pas ket razh. Nevez 'zo eo bet embannet ur studiadenn àr an hirdermen get ar CNRS a sav a-du get ar c'holektif é lâret n'eo ket an ibised danjerus na dic'hortoz er vro. Bertrand Deléon, perzh er c'holektif neus displeget hiroc'h da Yaëlle ar Mouël.