Ur gevelouri savet gant hag evit ar re yaouank e Bro Gerne
Hiziv e vo roet lañs d'ur CJS ; Coopérative Jeunesse de Service e Bro Gerne. Tud yaouank etre 16 hag 20 vloaz 'ni eo a sav o gevelouri dezho a-benn labourat e-pad an hañv. Servijoù a-bep-seurt a ginnigont d'o gumunioù, d'ar c'harterioù ha me 'oar, evel netaat ar savadurioù publik, labourioù livañ, kempenn beloioù hag all.
Teo Le Gallou a zo perzh eus CJS Kerne, ur wir embregerezh evit ar re yaouank. Ur pennad gant Katell Uguen.