Les beaux jours
LES BEAUX JOURS
Ur film sevenet gant : Marion Vernoux (2013).
Gant : Fanny Ardant, Laurent Laffitte, Patrick Chesnais.
Pa vez yaouank an den e soñj ez-naturel e pado e nerzh, e jourdoul hag e vraventez pe e chalm pell-pell c'hoazh, da viken pe dost. Mez tapet e vez tri-ugent vloaz buan a-walc'h, ha pand int tapet deoc'h eh oc'h oblijet d'ober gante, setu al lezenn. Evid traoù an amour e talv al lezenn-se ive. Ha kriz e c'hell boud al lezenn, evel-just. Setu sujed ar film-mañ enta. Ober a ra ur plac'h tri-ugent vloaz anaoudegezh gant un den yaouank hag a c'hellehe boud he mab. Netra nevez edan an heol. Ne vern ket. Ne ra an dud nemed kontiñ ar memez istoerioù dimp a rumm da rumm, mez ar mod d'o c'hontiñ eo ar pezh a vern dimp, a-benn ar fin.
Diaez eo talañ douzh hon akustumañsoù. Doned a ra an akustumañsoù en hon buhezioù didrouz, a-dawig, heb gouied dimp, beteg an deiz m'o gwelomp. Ha p'o gwelomp e c'hellont boud dibosubl da añdur. Petra ober neuze ? Broudet e vez buhez peb unan gant an c'hoant da badoud ha da dennañ ar mad ag ar bed, ar gwellañ ag ar momant a-vremañ. Par ma c'hell e klask an den an hent da roiñ un astenn d'e damm amzer war an douar, adal ma vo ur prantad joaiuz ha bourrabl. Ha pa dremen an tren e sailh e-barzh. Setu ar pezh he deus graet Caroline, alias Fanny Ardant, gant ur paotr kalz yaouankoc'h egeti. N'eo ket a-gaoz ma n'en em gleve ket mui gant he gwaz, tamm ebed. Mez é c'hortoz un dra arall e oa-hi, é c'hortoz aer fresk. Ha daet an aer fresk gant an den-se, he c'helenner urzhiataerezh.
Posubl e vehe bet d'an avañtur-se boud un istoer braz a garantez, mez chomel a ra bihan. Interesuz eo gweled Fanny Ardant mez ned aomp ket beteg boud kendrec'het gant ar film. Ne oa an emgav-se nemed un dra dister a-walc'h. Gwir eo e c'hell traoù a-sort-se digouezhoud liez a-walc'h. Mez n'eus ket enne, d'al liesañ, peadra da sevel ur senario. Amañ ne ya ket an traoù gwezh ebed beteg o bar, beteg an drama pe beteg ur c'han meur d'ar vuhez. Un avañturig a vez taolennet amañ, ha setu toud. An avañturig e oa an diw dudenn é klask moarvad. Moian zo kompren rezonoù ur sinema e bal diskoueziñ ar vuhez ordinel. Peb unan a c'hell boud ur gouron en e bemdez. Mez engortoz omp ag un tammig muioc'h eged ar pezh a anavomp dija, me gred, pa baeomp hon plasoù da voned un diw euriad bennag dirag ur skramm braz.
Setu aze ar rebec'h a rahen d'ar film. Mankoud a ra karantez, mankoud a ra ivoul. Chomel a ra an dud war-vol o santimantoù, evel pa ne gredehent ket en o flanedenn. Ha ne gredont ket enni, e gwirionez. Perag o deus en em gavet ha perag o deus savet un istoer etreze, an daou-se? Evid moned er-maez a stern o femdez dijoa ? Marse. N'eus nemed Patrick Chesnais, gwaz Caroline, hag a ro da grediñ ennañ, da grediñ en e rol a waz treiset, doganet.
Lod ne vint ket akord ganin amañ, hag a vourro gweled film Marion Vernoux. Neuze, plijadur dezhe er salioù teñwel. Ar re arall a c'hello moned d'henn gweled ive, mar bourront é weled Fanny Ardant, blew melen dezhi, toemm he mouezh ha braw he selloù. Pe moned d'ar plaj.
JClaude Le Ruyet.20130704a.