àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Digoret eo en-dro traezhenn kêr Pondi.

Digoret eo en-dro traezhenn kêr Pondi.

Setu an anv vez roet d'ar poull-neuial dijoloet, savet er blead 1938 àr-vord ar ganol. E penn ketañ ar blez oa bet roet da ouiet get Tolpad Kerioù Pondi e vehe bet serret ker ur poull-neuial nevez ha goloet oa da vout savet. Trouz neus graet an afer ha waet tud Pondi ha tro-àr-dro a-enep an deviz-se. Setu sinet un emglev etre an tolpad kêrioù zo é karg ag ar poulloù-neuial, ha ti-kêr Pondi, dezhon bremañ d'ober àr-dro an draezhenn e-pad an naou viziad é tonet. Ur spered fest oa disadorn da greisteiz evit lidiñ get ur piknik ad-digoradur ar lec'h dibar-mañ. Selaouamp Michel Guégan, unan a izili ar gevredigezh « Sauvons la plage » a chomo àr-ewezh hag a labouro evit ma vo bev traezhenn kêr-Pondi. Michel Guégan.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio