Ur PPI nevez evit Enez-Hir
Gant prefeti Penn-ar-Bed 'zo lañset ur studiadenn evit adwelet ar PPI (Plan Particulier d'Intervention) tro dro da greizenn Enez-Hir, lakaat bihanoc'h an dachenn surentez. Eno emañ al listri-spluj nukleel. N'eo ket mat ar surentez dre vras hag ouzhpenn 'zo kavet danvez cesium 'bar mor, 'pezh n'eo ket embannet gant ar morlu 'zo e-karg eus ar greizenn nag ar gevredigezh 'oa sañset studiañ kalite an dour eno (An ACRO). Setu 'pezh 'neunt lakaet tud AE2D war wel. Selaouomp Michel Marzin, unan eus izili AE2D, ouzh mikro Erwan Blanchard emañ.