Investir en Finistere : disoc'h an emvod meur.
E penn kentañ ar sizhun 'oa emvod meur "Investir en Finistère". O div embregezh ha tregont pouezhusañ an departamant 'zo bodet 'bar gevredigezh: da laret eo tost da 50 000 implijiad en holl. Palo jeu eo difenn interestoù embregerezhioù Penn-ar-bed, evel-just. Degemeret fall tre gant embregerien ar Vro an diviz lakaat da hent tizh bras an hent-houarn etre Brest ha Pariz 'benn 2030 hepken. Selaouomp, Jean Vourc'h, bet pdt Credit Agricole, hag a zo ezel eus "Investir en Finistère". Kemeret 'noa perzh 'ban emvod meur. Laret 'neus e soñj da Erwan Blanchard diwar)benn kudenn an transportoù evit ar Vretoned.