Keleier ar vro d'ar Yaou 6 a viz C'hwevrer 2025
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Deskiñ brezhoneg dre galleg Douarnenez
Emgav zo roet fenoz da gement den hag a oar ober gant an Douarnenezeg pe an ‘Douarneniste’. Kinniget ‘vo dezhe ur seurt heuliad kentelioù gant ar Penn-sardin Fulup Kloareg, a benn deskiñ un tamm brezhoneg dre galleg Douarnenez. Faot’ a ra dezhañ ober d’an dud kompren peseurt ostilhoù kaer zo gante evit kaozeal -pe deskiñ brezhoneg! Aterset e oa bet gant Laetitia Fitamant.
Lennegezh : Un diskouezadeg e mediaoueg Peurwenan
Gouestlet eo da skrivagnerien ha skrivagnerezed a vro Dreger, peadra d’or anaoudegezh gant lennegezh ar vro. Julien Kornig, eus ti ar vro Kawan a zisklip hiroc'h deomp war un nebeud anvioù a zo bet lakaet war wel…
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- Embannet en deus Donald Trump dimeurzh e tapfe ar Stadoù-Unanet ar galloud e Gaza
- N'eo ket kouezhet François Bayrou dec'h
- Roet zo bet un disoc'h gant al lez-varn diwar-benn afer ar sonadegoù kastelodennoù
- Barnet e vo un afer Fañch all hiziv en Oriant
- E rannvro Breizh eo en em zistruj ar muiañ a dud
- Sportoù