Brest-Real: ur match gala eus ar c'hentañ
Stad Brestois ouzh Real Madrid ! Kleub brasañ ar bed a vo ‘ba Breizh warc’hoazh da geñver 8vet devezh tro gentañ Champion’s League ! Ur skritell dreistordinal sur deoc’h… ha plijadur a vo da gaout da gentañ kar gounezet o deus c’hoarierien Brest o flas evit c’hoari eil tro ar Champion’s League. Un huñvre deuet da wir. Gant Julien Meffre ‘neus toullet kaoz Erwan Blanchard evit klask goût gant peseurt tem spered emañ ar Vrestiz un neubeud eurioù a-raok ar match gala a vo ‘ba Gwengamp…