Keleier ar vro d'ar Merc'her 5 a viz Fere 2025
Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard ar beure mañ
Aet eo Job an Irien d'ar bed all
Aet eo Job an Irien d’ar bed all ! Disul eo marvet ar beleg ‘neus gouestlet un tamm mat eus e vuhez da adsevel skoulmoù etre ar vrezhonegerien hag ar feiz kristen. Brudet eo evit bout savet ar greizenn speredel Minic’hi-Levenez ‘ba Trelevenez zo chouk da Landerne. Selaouerien ar radio kristen RCF zo bet luskellet o divskouarn gant an abadennoù e brezhoneg ‘noa bet tro da embann, war Arvorig FM ivez. Aluzenner, embanner eo bet Job… E 1984 e oa bet fiziet ennañ gant eskopti Kemper buheziñ ar gumuniezh brezhonegerien. Troet war an dud eo bet Job an Irien a-viskoazh ivez evel he deus displeget e c’hoar yaouankañ, Denise an Irien. Emañ gant Erwan Blanchard.
Skoazell ar c'hevredigezhioù Amani hag Al Sanabel
'Benn disadorn e vo dalc’het ur fest-noz en Louergad da rastellat arc’hant evit div gevredigezh palestinian : Amani, hag Al-Sanabel. An hini gentañ a glask pareañ ar vugale gloazet o c’horfoù hag o speredoù gant ar brezel en Gaza. An eil hini, Al-Sanabel, ‘zo staliet en Sisjordania, war ar maez kostez Ebron. Ur c’hooperativ labour-douar eo, gant pemp peizant ha tri-ugent. Dibaoe bloavezhioù dija e vez harpet gant strolladoù AFPS (kevredigezhioù kengred Frañs-Palestinia) eus Breizh. Hiroc’h lâret dustu gant Gweltaz Moal, a gemer perzh en aozañ ar fest-noz. Displeget vo gantañ petra ‘vez graet gant Al-Sanabel, ha da betra servij an arc’hant a vez kaset di. Emañ gant Gwenvael Delanoe-ar-Berr.
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
-Fuzuilhadeg 'ba ur skol 'ba Bro-Sued: 10 den zo marvet
-Fellout a ra da dTrump kontrolliñ ha merañ Gaza...
-Afer an Abbe Pierre: n'hallo ket bout kaset un enklask kastizañ
-Implijidi Fondiri Breizh 'oa o vanifestiñ 'ba Pariz dec'h
-14 bagad rummad kentañ a vo 'ba Brest a-benn disul
-Stad Sant-Brieg (N2) a zegemero OGC Nizza (L1) fenoz war dachenn Fred-Aubert