Diskouezadeg war skrivagnerien ha skrivagnerezed a vro Dreger e Peurwenan
Beket ar pemzek a viz C’hwevrer e vo eus un diskouezadeg en brezhoneg hag en galleg, e mediaoueg Peurwenan, ‘ba Bro Dreger. Gouestlet eo da skrivagnerien ha skrivagnerezed a vro Dreger, peadra d’or anaoudegezh gant al lennegezh er vro. Julien Cornic, eus ti ar vro Kawan, ‘zo ‘ba penn an oberenn, hag emañ o vont da lâr dimp un neubeud anvioù a dud a zo lakaet o skridoù war wel…