àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 4 a viz C'hwevrer 2025

Keleier ar vro d'ar Meurzh 4 a viz C'hwevrer 2025

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Servij publik ar yec'hed e Aodoù an Arvor : disoc'hoù deus ar c'haieroù klemmoù.

1885 den ‘neunt skrivet ha displeget pegen diaes eo deuet gellout en em soigniñ ‘ba kornog Aodou-an-Arvor ! Testenioù a-bouez int hag a zo bet disklaeriet ‘bar c’haieroù klemmoù zo bet dasparzhet ‘bar broioù zo stag ouzh ospitalioù Gwengamp, Lannuon, Karaez ha Sant-Brieg. Gant ar stroll Initiative Armor Santé- Yec’hed mat int bet studiet hag embannet an disoc’hoù… Displegadennoù gant Gael Roblin zo kuzulier-kêr ‘ba Gwengamp, unan eus aozerien ar vanifestadeg ‘oa bet savet disadorn gant ar stroll Yec’hed mat…

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

Kantren : ur raktres evit bodañ bed ar c'hoariva e brezhoneg

« Kantren ». Setu anv ur raktres bras e bed ar c’hoariva en brezhoneg, lañset ar bloaz-mañ evit ar wech kentañ. ‘Nem vodet eo c’hwec'h kompagnunezh c’hoariva da ginnig d’an dud ha n’int ket a vicher en em stummañ. Atalieroù ‘bop seurt a vo kinniget, gant ar pal sevel ur pezh c’hoari evit gwir. Muioc’h a ditouroù gant Etienne Sibiril, doc’h mikro Maelle Ausias.

Ur pennad-kaoz gant Maëlle Ausias deus Radio Kreiz Breizh

Ha da selaou ouzhpenn er c'heleier:

  • Keloù deus an harz-tennañ e Palestina ac'hubet

  • Budjed 2025 ar gouarnamant c'hall

  • Aet eo Job an Irien d'an Anaon

  • Dourioù Beuz e Breizh ar Reter

  • Disoc'hoù krogadoù melldroad

  • Disoc'hoù devezh 1añ Tournamant ar 6 broad

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio