àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'al Lun 3 a viz C'hwevrer 2025

Keleier ar vro d'al Lun 3 a viz C'hwevrer 2025

Kinniget gant Gwenvael Delanoe.

Etre 2000 ha 2500 a dud o deus manifestet disadorn evit difenn servijoù publik ar yec’hed. Goulennet ‘oa bet groñs ma vo digoret en-dro an ti gwilioudiñ ‘ba Gwengamp ha servijoù an trummadoù-urjañsoù ‘ba ospitalioù Lannuon ha Karaez. Met ouzhpenn an dodennoù-se eo ar sistem yec’hed dre vras a vefe da wellaet. Selaouomp ur reportaj kaset gant Erwan Blanchard war blas… gant, da gentañ, Jean-Jacques ‘oa deuet eus Pañvrid ar Beskont.

Komzet e vo ivez eus an aeronotik, un danvez a zo tu studiañ en Montroulez. Nora Astulfoni a zo er BTS aeronotik en lise Tristan Corbières, ha ganti e vo lâret hiroc'h war ar bed-se.

Kaoz e vo ivez eus :

  • manifestadegoù en Alamagn enep an tu dehoù pellañ

  • fest-deiz "gouez" enep Bolloré en Beg Meilh

  • 49.3 a vo implijet gant François Bayrou

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio