àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5e30

Keleier 5e30

@@@Diskrog-labour er CMB@@@ Pevar c'hant goprad deus ar CMB 'zo deuet er Relek Kerhuon ar mintin-mañ evit klask mont e darempred gant o fatroned a gemere perzh en ur c'huzul-merañ deus ar bank. Kroget o doa gant un arzh labour dec'h ha prest int da gendelc'hel. Pierre Jubil, dileuriat CFDT a oa war al lec'h ar mintin-mañ ha 'neus displeget perak. @@@Ar Morbihan en tu kleiz !@@@ Petra zo degouezhet er Morbihan? An departamant breizhad diwezhañ eo hag a oa chomet bepred en tu-dezhoù. Biskoazh vefe bet sonjet e c'helle bezañ dilennet tri senatour deus an tu-kleiz eno, pezh zo tremenet disul koulzkoude. Dec'h hag ar mitin-mañ oa bodet kuzulierien an departamant evit un emvod. Yaëlle ar Mouel neus klasket gouzout hiroc'h. Selaouit ar reportaj @@@Ur merk evit departamant Penn ar Bed@@@ An departamant Penn ar Bed 'n doa lañset dec'h ur merk evit brudañ e vro, war patrom ar merk "Breizh" oa bet lañset 9 viz 'zo gant ar c'huzul rannvro. « Tout commence en Finistère ». Ul lugan troet e brezhoneg : « Penn ar Bed / Penn da benn ». Anat eo evit Claude Guivarc'h, kuzulier-meur deus Lanniliz. Selaouit ar pennad-kaoz Emañ deus mikro Anne Gouerou

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio