àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Gwener 31 a viz Genver 2025

Keleier ar vro d'ar Gwener 31 a viz Genver 2025

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ

E Roazhon emañ ar studierion é stourm evit difenn skolioù-meur ar vro.

Gouarnamant Bayrou en deus divizet espern 630 milion a euroioù diàr goust ar skolioù-meur a zo en ur fall a stad dija. Dimeurzh da noz eo bet divizet get ar studierion stankañ ar skol-veur, ha manifestet o deus dec’h d’enderv e straedoù Roazhon en ur ober diskrog labour e skolioù-meur ar barrez. E mesk ar 700 den a oa é vanifestiñ e oa Anwenn Bricaud a zo studierez e Roazhon 2. Aterset eo bet get Anton Burel.


Ur programm arnodiñ a zo bet lañset e fin 2024 get ar rannvro evit eskemm parkoù.

Ar pal a zo lakaat an dachennoù da vout aesoc’h da dreuzkas. Kar un dalc’h bras eo an treuzkas d’ur mare ma zo un digresk kreñv ag an niver a labourerion-douar. Kaset eo ar programm àr an dachenn get kambroù al labour-douar. Aodren Trehin he deus aterset Youenn Gloaguen a laboura eno abaoe 30 vlez. Mard oc’h dedennet da ouiet muioc’h, selaouit stumm hir an atersadenn-se en abadenn "Avel em Fenn" àr eeun ar sizhun é tonet pe dre bodkast àr lec’hienn Radio Breizh.


Ha da glevet er c'heleier:

-Ministr an aferioù estren vro Gall a zo e RDC ha Rwanda da c'houde ma vehe bet tapet kêr Goma get an M23

-Sañset e vo tizhet live uhelañ an dour-beuz e Redon ar mintin-mañ

-Bodet senadourion ha kannaded a bep seurt tu politikel da gaouit un emglev evit ar budjed 2025 a vo kinniget dilun

-Dilennidi « Blavet Bellevue Océan » o deus votet un ali a-enep ar raktres furchadennoù mengleuz goulennet get Breizh Ressources

-Degemeret e vo Charlie Dalin e Konkerne henoazh evit lidañ trec’h an 10vet Vendée Globe

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio