àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur fest-deiz a vo 'benn disul a-enep da Vollore

Ur fest-deiz a vo 'benn disul a-enep da Vollore

'Benn disul e vo dalc'het ur fest-deiz un tammig ispisial e Fouenn. Ur fest-deiz a-enep da Vollore ha mennozhioù ar patron bras-se, a sil mennozhioù an tu dehoù-pellañ e Frañs. Aozet eo an devezh gant strollad lec'hel Emsavadegoù an douar pe « les soulèvements de la Terre », anvet « emsavadegoù ar Mervent ». « Nessi » a zo o chom e Konk-Kerne, en soñj emañ kemer perzh.



« Nessi » a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Da ziv eur goude mern e vo ar fest-deiz disul war parklec'h Beg Meilh e Fouenn. Pedet eo an dud da zont gant o binviji sonerezh ha treuzwisket brav.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio