àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 30 a viz Genver 2025

Keleier ar vro d'ar Yaou 30 a viz Genver 2025

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Perak ez eus kement a zourioù-beuz er vro ?

'Blam d'ar glav sur ! N'eus bet muzuliet morse kement a c'hlav e miz Genver e Roazhon. Koulskoude n’eo ket an abeg nemetañ. Distrujet e vez muioc’h mui a gleuzioù er vro, kement hag er bloavezhioù 1950. Al liamm etre an distruj kleuzioù hag an dourioù-beuz a zo bet lakaet war wel gant ar Justis. E 1974 e oa bet dourioù beuz spontus e Roazhon hag e Montroulez. Muioc'h a ditouroù gant Saig Jestin en deus krouet skol ar c'hleuzioù.

Un IA evit Dastum?

Digwener paseet eo bet dalc'het un emvod gant ar gevredigezh Dastum e Pondi...Unan eus temoù an devez a oa implij an naouegezh artifisiel, an IA en treuzkrivadurioù. Christian Rivoalen, e karg ag ar raktresoù dastum e Kornôg Kreiz Breizh, a oa bet aterset gant Neshka Van Seventer eus Radio Bro Gwened.

Ha da glevet ivez :

- 70 000 a dud a vefe bet lazhet e Gaza hervez "The Lancet"

- Harpet eo bet ar virourien alaman gant an tu dehoù-pellañ evit ar wech kentañ

- Barnet eo bet 7 stourmer.ez euskarat evit gwirioù an divroidi

- Emañ departamantoù Liger Atlantel, Il-ha-Gwilen hag ar Morbihan dindan evezh ruz 'blam d'an dourioù-beuz

- Kollet o deus ar vrestiz dec'h da noz a-enep ar Real Madrid

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio