àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur weladenn evit dizoloiñ salioù kuzh mediaoueg Kemper

Ur weladenn evit dizoloiñ salioù kuzh mediaoueg Kemper

« Nozvezhioù al lenn » a oa aozet el levraouegoù disadorn. Hag evit an degouezh-se e oa bet aozet gweladennoù ispisial gant mediaoueg Alain Gérard e Kemper. Ronan Debel, levraouegour e servij a glad, en doa kaset ur strolladig a-dreuz ar salioù a vez serret boaz d'ar weladennerien. Gallet o doa gweladenniñ da skouer ar salioù a vir al levrioù hag an dielloù kozh...



Klevet ho peus ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas. Profet eo bet dielloù Youenn Drezen gant e vab da vediaoueg Kemper evit ma vefe digoret un diviz war e vennozhioù gant istorourien a-bep tu. Embannet en doa e kelaouennoù enep-yuzhev ha gouennelour e-pad an eil Brezel Bed.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio