Keleier ar vro d'ar Meurzh 28 a viz Genver
Kinniget gant Gwenvael Delanoe.
Komzet e vo eus an dour-beuz en tri departamant reter Breizh. Lakaet int bet dindan evezh, liv "ruz", gant Meteo Frañs. Aliet eo gant ar prefed d'an dud chom ba'r gêr, ha chom pell eus ar stêrioù ha pontoù.
Un tamm sell ouzh programmadur Gouel an Deizioù e Bro an Oriant a vo ivez, gant Anaig Lucas.
Gael Le Moulleg a gonto dimp hiroc'h ivez war ar gwall ekologel kentañ bet anavezet gant ar justis e Breizh. Kondaonet e oa bet ar SA Kerjean evit bezañ bet skuilhet dour hañvouez e stêr Benzes e 2021. Hervez Gael Le Moulleg, a gemer perzh e kevredigezh pesketourien Montroulez, eo disoc'h ar varnadenn-se un arouez a c'hello cheñch penn d'ar vazh da geñver gwareziñ an en dro e Breizh.