àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Lun 27 a viz Genver 2025

00:00 / 00:00

Keleier ar vro d'ar Lun 27 a viz Genver 2025

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ

Kouviet e oa ar vretoned da gontañ evned al liorzhoù e-pad an dibenn sizhun get ar gevredigezh Breizh Vev, Bretagne Vivante. Un eurvezh a oa get pep hini evit renabliñ an niver hag ar spesadoù evned disheñval. Bep blez e vez Jean-Yves Kervarc'heg é kemer perzh get e gevell-lunedoù. C'hwezek ha tri-ugent spesad en deus bet gwelet é tremen en e liorzh a-hed ar blezadoù ! Bep blez e vez dalc'het an dibenn-sizhun-se e-pad ar goañv, evit kaout ur sell àr ar boblañsoù evned er vro. Aet eo Metig Jakez-Vargas da gontañ al laboused geton ar blez-mañ.


« Nozvezhioù al lenn » a oa aozet el levraouegoù disadorn. Hag evit an degouezh-se e oa aozet gweladennoù ispisial get mediaoueg Alain Gérard e Kemper. Ronan Debel, levraouegour e servij ar glad, en doa kaset ur strolladig a-dreuz ar salioù a vez serret kustumm d'ar weladennerion. Gallet o doa gweladenniñ da skouer ar salioù a vir al levrioù hag an dielloù kozh. Pa vo bet niverelaet dielloù Youen Drezen e vo posupl lenn anezhe e stumm PDF àr lec'hienn mediaoueg Kemper. Klevet ho peus ur reportaj get Metig Jakez-Vargas.

Ha da glevet ivez er c'heleier :

-Lu israel en deus taget siviled e su Liban.

-Donald Trump a ginnig diblasañ annezidi Gaza da Vro Ejipt ha Jordania

-Alexandre Loukatchenko a zo bet dilennet en dro e Belarus.

-Lidet e vo hiriv 80 vlez dieubidigezh kamp Auschwitz-Birkenau.

-An FLNKS a zo a-du da adkrogiñ ar gaozeadennoù marc’hatañ evit e statud get Bro-c’hall, met get e gondisionoù.

-Tremenet eo ar gorventenn Herminia

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio