Keleier ar vro d'ar Gwener 24 a viz Genver 2025
Embannet eo bet ar c'heleier ar beure mañ gant Erwan Blanchard
Strizhet eo budjed Stad bro-C'hall... ha dre se re ar skolioù meur evel Roazhon 2
Emañ ar gouarnamant o sevel ar budjed 2025 hag ar strizhder a zo da c’hortoz. Troc’hoù bras a vo ba budjed an ospital publik, ar sokial, ar strollegezhioù hag an deskadurezh … 30 miliard nebeutoc’h a vo da gavout. ‘Benn neuze eo bet votet gant ar sened digreskiñ budjed ar gelennerezh uhel hag an enklask deus c’hwec’h kant tregont milion a euroioù koulskoude eo ar skolioù meur en ur stad fall kenañ dija. 60 skol veur diwar an trizek ha tri ugent a zo o koll arc’hant er stad c’hall, ha Skol-veur Roazhon 2 zo en o mesk. Echuet neus ar bloavezh 2024 gant un diouer a bevar milion a euroioù. N’eo ket nevez an afer met emañ an traoù war wasaat, dreistholl pa vo nebeutoc’h c’hoazh a arc’hant digant ar stad ... Displegadennoù gant Anton Burel.
Kredit ar poltred: Actu.fr
Artifisialisat an aod: tem an enklask nevez embannet gant Splann!
Deuet eo maez an enklask nevez gant ar media Splann. An artifisializasion war aodoù Breizh zo bet studiet a-dost gant ar skipailhad kazetennerien ha kazetennerezed. Ha sklaer eo bet savet bern tiegezh ha tiez-gwer war an aodoù dindan an dek vloaz tremenet, daoust d’al lezennoù ‘zo sañset gwareziñ an douaroù. Un nebeut displegadennoù berr-ha-berr gant Juliette Cabaço Roger, a-berzh Splann.
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
Ha nullet e vo eil lodenn kampionad rummad ar bagadoù 'ban Oriant?
Fondiri Breizh zo lakaet dindan adreizhadur barnezherel
1500 den o deus leuniet kaier ar c'hlemmoù evit bout soagnet mat 'ba kornog departamant Aodoù-an-Arvor
Moger houarnet: taget eo Sisjordania gant lu Izrael
Michael Martin: ministr kentañ Republik Iwerzhon nevez dilennet
Vendée Globe: e pevare plas eo en em gavet Jeremie Beyou
Kampionad Breizh Kross Kountri a vo 'ba Brest a benn disul