Dilennadegoù Kambr al labour-douar : sell an FDSEA
Dilennadegoù a zo e kambreier al labour-douar betek fin ar miz. Didier Goubil, maer Poullaouen, a zo dilennet er gambr evit an FDSEA abaoe meur a vloaz. En karg emañ eus tout ar pezh a denn d'al loened gouez. Kontañ a ra deomp hiroc'h diouzhtu war ar pezh a oa bet graet gant e strollad er bloavezhioù tremenet ha programm al listenn « Finistère d'Avenir » er bloaz-mañ.
Didier Goubil a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. N'emañ ket eñ war listenn FDSEA Penn-ar-bed ar wech-mañ, ha leuskel a raio e flas neuze e fin ar miz.