àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ne vo ket digoret a skol Diwan en Henbont e 2025

Ne vo ket digoret a skol Diwan en Henbont e 2025

Bec’h a zo tro-dro d’ar raktres skol Diwan en Henbont. Goude daou blezad eskemmoù get an ti-kêr eo bet resevet ul lizher get ar gevredigezh Bugale ar blavezh evit lâret ne vo ket digoret a skol Diwan ar blez-mañ. Ar pal a oe kaout ul lec’h àr ar gumun evit degemer ar vugale. Aodren Trehin a zo aet da gejañ get Maiwenn Kerneis, stourmerez er gevredigezh Bugale ar blavezh, ha get Tifenn Siret, dilennadez ti-kêr get ar skritell UDB.

Bugale ar blavezh a gendalc’ha ur seurt get ar raktres ha da blantañ brezhoneg en henbond get animasionoù a bep seurt : tanva d’ar brezhoneg evit ar vugaligoù, lenn istoerioù er levraoueg, baleadennoù kannet…

Ur fest-noz skoazell a vo aozet gete an 19 a viz ebrel.

Ur galv a zo lañset gete ha get Tifenn Siret evit kaout ul lec’h prevez, ma vefe un dachenn pe ur savadur, gouest da zegemer bugale.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio