AESH, AED : gwellaat o c'hoñdisionoù labour a fell dezhe
Harz-labour a oa hiziv gant ar gasourien ha kasourezed er skolajoù hag el liseoù. Ar skoazellerien ha skoazellerezed, pe « AESH », a rae harz-labour ivez. Ambroug ar vugale gant diaesterioù pe ar vugale ampechet a reont. Bresk eo o c'hoñdisionoù labour, evel ma tispleg Goulven An Duigou, a zo AESH en ur skolaj e Douarnenez.
Goulven An Duigou a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Goulenn a ra ar sindikad Sud Solidaires ur gwir statud evit ar skoazellerien, a vefe tost da hini an edukatourien ispisializet, pe « educ spé », er skolioù.