àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

E redeg hardi emañ ar grip ar goañv-mañ

E redeg hardi emañ ar grip ar goañv-mañ

Drouk penn, terzhienn, drouk koug, drouk skevent pe c’hoazh kudennoù da analiñ. Setu simptomoù ar grip. amañ emañ ar gleñved ha zoken an epidemiezh!

Lakaet eo e pleustr ar « plan blanc » e kalz ospitalioù en abeg d’ar gwask lakaet àr ar sistem yec’hed gant ar grip. E Breizh ez eus un 30 ospital bennak é ober geton.

Aodren Trehin a zo bet da atersiñ Aourell Guezou-Philippe, medisinourez jeneralist e bro an Oriant evit gouzout hiroc’h àr an epidemiezh.

Setu vel peus klevet, ar bloaz-mañ eo tizhet muioc’h a dud hag en un doare kreñvoc’h eget kustumm.

Aourell Guezou-Philippe a resisa ouzhpenn d’an oad eo ar c’hleñvedoù hir dermen faktorioù riskl pouezus ivez. Ret eo d’an dud paket da skouer gant kudennoù kalon, kudennoù skevent evel ar berr alan, an obesité, pe ar c’hrign bev diwall mat.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio