àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur valeadenn evit anaviñ gwelloc'h ar bezhin e Molan

Ur valeadenn evit anaviñ gwelloc'h ar bezhin e Molan

Disadorn vintin e oa kinniget ur valeadenn bezhin e Molan e traezhenn Trenez. Ar yenijenn n’eus ket digalonekaet an dud da gemer perzh. Aozet e oa gant Johanna Michel, kenurzhierez ti ar Vro Kemperle, ha buhezet get Lulu Moisan a zo hentaerez natur.

Da bep Taol kurun e vez kinniget get Ti ar Vro Kemperle atalieroù natur pe baleadennoù louzaouiñ. Met ar wech kentañ 'oa dezhe aozañ ur valeadenn ispisializet war ar bezhin.

Bout 'zo bezhin plijus da zebriñ ha reoù all n’int ket, met d’ar c’hontrol ag an togoù-toseg, n’eus seurt bezhin ebet a zo dañjerus he deus displeget Lulu Moisan. Gallout a rit neuze c’hwi ivez dastum anezhe hep riskl !

Ur reportaj savet gant Aodren Trehin.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio